en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pauline Sellin, maouez kentañ 'ba penn Bodadeg ar Gouren

Pauline Sellin, maouez kentañ 'ba penn Bodadeg ar Gouren

Chenchamant zo ‘ba penn Bodadeg ar Gouren. Adalek bremañ eo ur skipailhad a dro frezidant a reno ar gevread. Pauline Sellin gant da den all ‘neunt asantet dougen karg ur gevread zo 1500 ezel ennañ. Gouren a ra Pauline abaoe he bugaleaj. Ezelez eus skol Mein Zao ‘ba Tregon, chouk da Gonk-Kerne, eo abaoe ar penn kentañ. Anvet eo ‘ba bed ar c’hourenerien evit bout gounezet meur a wech kampionad Breizh ha kampionad Europa war ar marc’had. Gouren ‘ra c’hoazh gant he skol, se zo kaoz ‘noa ket lakaet ‘ba he soñj mont penn ar Vodadeg… Ur redi eo bet dezhi kar Christian Pelé a felle dezhañ kuitaat e blas a brezidant un tamm zo dija ha ne oa den ebet ‘noa c’hoant mont en e lerc ‘h. Pauline Sellin zo ken brezidantez Bodadeg ar Gouren hag ar wech kentañ eo ‘zo bet anvet ur vaouez prezidantez. Muioc’h ganti. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio